Newsletter

Veuillez saisir votre email afin de recevoir l'agenda
24 quai de la Fosse, 44000 Naoned / Nantes
5ème niveau de l'Espace Jacques Demy
(Tramway, ligne 1, arrêt Médiathèque)
téléphone : 02 51 84 16 07
courriel : acbml@free.fr

Ecouter, Selaou

ACB 44 Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel Morvan Lebesque

NAONED & LIGER-ATLANTEL

DAREMPREDOÙ EUS SEVENADUR BREIZH

Ajañs Sevenadurel Breizhek zo ur gevredigezh hervez al lezenn 1901 degemeret gant kêr Naoned e Engorenn Jakez Demy abaoe 1995. En e lec’h vez degemeret an dud ha kinniget ur stal vihan.

Arc'hantaouet eo gant hec'h izili, ti-kêr Naoned, Kuzul departamant al Liger-Atlantel ha Rannvro melestradurel Broioù al Liger. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh, Merk Tiriad Breizh, Skol-Uhel ar Vro, Kevre Breizh (kenurzhierezh sevenadurel eus Breizh), BCD Sevenadurioù hag ar FALSAB. Sinet he deus an emglev "Ya d'ar Brezhoneg" ha "Du galo, dam yan, dam vèr".

Kenurzhiañ ha kehentiñ war obererezhioù sevenadurel breizhek

Ur roll kevrediñ he deus. Kevredigezhioù hag hiniennoù a zo e-touez hec'h izili. He 110 gevredigezhioù ezel ha kinnig obererezhioù sevenadurel arz ha dudi (arzoù neuziañ, dañs, sonerezh, kan, aozañ sonadegoù, festoù-noz...) hag ar stummañ ivez (skolioù divyezhek, kentelioù brezhoneg...) ha diduadennoù a bep seurt troet war danvez Breizh (Istor, dastum, aozañ prezegennoù, sport, kenwerzh reizh ...)

Gant an Ajañs e vez kenurzhiet ar c'hevredigezhioù (eno e c'heller kaout deiziadoù an darvoudoù da zont) ha kaset d'an dud roll an obererezhioù breizhek savet e Naoned hag el Liger-Atlantel (kazetenn "Hydromel", Kenrouedad: www.acb44.com, Kazetenn elektronek bep pemzektez, Responter da gemenn ar festoù-noz e-pad an dibennoù-sizhun, Panell skritelloù diavaez ha Degemer an holl en he lec’h, darempredoù gant ar mediaoù, standoù e-pad darvoudoù)

Kuzul ha titouroù evit an holl

Aliañ a ra an Ajañs an holl aozadurioù pe hiniennoù evit kas a-benn ur raktres darvoud. Reiñ a ra titouroù war Breizh hag an dodennoù liammet da vreizh. Klask a ra bezañ un divizer a-feson war ar goulennoù breizhek el Liger-Atlantel, evel skeudenn asur ar sevenadur, un doare diaz anezhi. Reiñ a ra buhez d'ar c'heleier, lañs d'an endro kevredigezhel, staliañ a ra un darempred a fiziañs gant an aozadurioù.

Ho tarempredoù :

Sylvie Boisnard, Prezidantez

Yves Averty, kenurzhier

Alixia Thuau, e-karg eus ar c’hehentiñ

ACB 44

24, Kae ar Foz – 44000 Naoned

5vet live Engorenn Jakez-Demy / tramgarr linenn 1 – arsav Mediaoueg

Degemer an dud en ajañs eus ar meurzh d’ar gwener adalek 1e00 betek 6e00.

Priz emezelañ evit ar bloaz : 25 € (hiniennel) / 40 € (kevredigezhioù)

Copyright